en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dijoloit program GBB 2026!

Dijoloit program GBB 2026!

A benn daou viz hanter e vo Gouel Broadel ar brezhoneg e Mellag en-dro, kostez Kemperle. Kinnigoù a bep seurt a vo evit ar re vras hag ar re vunud etre ar gwener 26 hag ar sul 28 a viz Mezheven !

Program ar sonadegoù a zo nevez bet embannet hag ar program klok a vo edan berr.

Jenovefa Rosmorduc, gopradez Mignoned ar brezhoneg, ar gevredigezh a aoza ar gouel, er ginniga deomp.

Ar program dre ar munud get an eurioù a zo da gaouit dre àr lec’hienn internet.

Klozet vo enskrivadurioù an taol lañs e derroù miz Mae.

Emañ c’hoazh skipailh aoziñ ar GBB é klask àr lerc’h tud a volonte vat. Kerzhit e darempred gete mard oc’h koutant da rein un tamm sikour !

Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio